Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
pili ha lipig

Patti Smith, Olympia

Publié le 23 Octobre 2015 par michig gwenn

Patti Smith, Olympia

O paouez distreiñ d'ar gear emaon goude ur veaj monedone e Pariz, d'an daoulamm. Diskuizh on un tamm mad goude pemp eurvez en treñ. Ema ar voul ganin ar zizun-mañ pa z'on bet pedet gand ur gamaladez da vond da welet Patti Smith en Olympia mar plij. Dec'h noz tro seiz eur hanter edomp en hor bleudig kaer oc'h antreal e-barzh gand daou vil den bennak, leun kech an ti evid trede nozvez an introun a York Nevez. Daou ugent vloaz da c'houde ma oa sortiet he deus dibunet an albom Horses en e bezh gand e gomper a-oll viskoazh Lenny Kaye en he c'hichen.

En oad m'eo erru n'eo ket unan evid ober ardoù evel ma rafe ur briñsezez. Fringal a ra asidu, reiñ a ra ur feuk a begement d'ur penn sod evid e lakaad da lazhañ e bellgomzer. Krachañ a ra war al leur hep tamm mezh ebed, Gloria dezhi, resped da Van Morrisson, ar c'haner iwerzhonad a zo perc'henn d'ar ganaouenn. An titl Break it up a laka anezhi da voulc'hañ gand kontadenn he huñvre, un noz p'he doa gwelet Jim Morrisson o vond a varo da veo er-maez eus ur statuenn varbl. C'hoarzin a ra outi he-unan evid reiñ an ton lijer d'ar gaoz. Siriusoc'h ar jeu pa ra ano euz an aridennad a rokerien hag a aktourien aet d'an anaon abaoe : Lou Reed, Johnny Thunders, River Phenix, Janis Joplin, Amy Winehouse, Joe Strummer, Joe Ramones hag e vreudeur, e-se un aridennad hir, betek re... Kurt Kobain pe Nico ne deuont ket er jeu. Ne c'heller ket pakañ partoud. Rentañ a ra omaj d'he gwas Fred Sonic Smith er ganaouenn Because the night, He diskanañ a ra ar re dikañ, tuilaj hag all. Evid reiñ an taol kasketenn d'an abadenn ez a da bediñ ur ganfartez evid pignad war al leur ha kanañ Rock'n'roll nigger ganti. Du eo ar baotrez yaouank hag e ra ur propig a droig kan, dañs hag all, peadra da vond d'ar gear trankil ha seder.

Ar bloaz goude ma oa marvet Fred Smith e oa bet krog Patti Smith Group da droienniñ adarre. E penn kentañ an hañv 1995 eo 'ta em boa bet ar chañs da welet Patti Smith ha Lenny Kaye war al leur gand o strollad e Sant-Malou. Deuet e oa Tom Verlaine ive, mignon kozh dezhi ha paotr ar strollad Television, ano gantañ da reiñ ar skrabig skrab ouzh ar gitar. Araozo e oa deuet Miossec da dommañ al leur evid reiñ ton d'e eil albom boire.

Goude an Olympia e oamp aet ma c'hamaladez ha me da bakañ ur banne bier e Kitty O'Shea dec'h noz, koshañ peub Iwerzhon e Pariz, daou c'hant metrad nez z'eus ken da vond beteg ennañ pa deuer er-maez eus an Olympia. Pebezh nozvezh, un dudi ! Keuz meus nompaz bezañ chomet pelloc'h e ker o sklerijennoù meur. Ra ket fors.

Patti Smith, Olympia
Commenter cet article
U
Nice and fast ! :)
Répondre
M
hello Vera my comrade in arms, I hope you understood what I wrote here, please let me know